Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar respontoù a vo roet deoc'h er gronikenn-mañ !
Deus fin an XIIIvet kantved ha penn-kentañ an XIXvet kantved 'oa yenoc'h an amzer evit bremañ. Ar "PAG" (Petit Âge Glaciaire) a vez lâret deus an dra-se gant an istorianed, Mare Bihan ar Skorn e brezhoneg. N'ouzer ket dre just petra zo kaoz d'ar fenomen-se, met lod a soñj dezho 'nefe un dra bennak da welet gant proporsion an douaroù labouret d'ar mare-se : ur bern parkeier a oa dilaosket a-benn neuze ha setu e-giz-se 'oa bet muioc'h a wez da bakañ ar CO2 !
"Rongorongo" a vez graet deus ar sistem-skritur a veze implijet gwechall gant ar bobl rapanui e Enez Pask. Pell 'zo ne vez ket graet gantañ ken, ken eo bet disoñjet : en deiz-hiziv n'ouzer ket na lenn na kompren anezhañ ken !
E 2023 'zo bet kavet bizajoù-maen kizellet kaer e Casas del Turuñuelo e traoñ Bro-Spagn. Ar re-mañ o deus da welet gant ur sivilizasion gozh, hini Tartessos. Kant vloaz 'zo c'hoazh ne ouie koulz lâret netra an istorianed diwar-bouez homañ, met abaoe o deus kavet un tamm-mat a draoù ! He skritur a chom dezho da zikodiñ c'hoazh ... hag he yezh da gompren !
Tout an dud a oar alamaneg e Bro-Aostria, met yezhoù all ha vez preget atô lec'h-mañ-lec'h, evel an italianeg, ar sloveneg pe c'hoazh ar magiareg. E Land ar Burgenland e c'haller klevet tud o kaozeal kroateg : Kroated ar Burgenland a vez lâret deuzouto.
Tri bloaz 'zo bremañ eo bet sklapet ar prezidant d'ar maez gant an arme er Myanmar ha lakaet ur prezidant all, loieal, en e blas. Met en em savet 'zo ur bern tud a-enep d'ar jeñt ha 60% deus ar vro zo kontrollet gant ar rebelled bremañ. Div vroig zo en em ziklaret distag deus ar Myanmar zoken, ar stad Wa hag ar Chinland.
Gwechall 'veze deformet o fenn d'ar vugale e Tolosa hag en departamañtoù all tro-war-dro, ken a choment hir e-pad o buhez goude-se. An dra-se oa aet er-maez ar giz diwezhat a-walc'h, e-tro ar Brezel Bras. Den ne oar 'blam da betra veze graet an dra-se d'ar vugale met abaoe an Amzer Grenn 'vez graet da neubeutañ !
Grizelda Kristiņa zo marv d'an 2 a viz-Even 2013 er C'hanada. Dalc'het 'zo bet soñj deus he anv peogwir oa-hi an hini ziwezhañ hag a ouie livoneg, ur yezh hag a veze kaozeet gwechall e Livonia, ur vroig vihan e Letonia. Met dre voneur zo deuet tud yaouank da zeskiñ livoneg en-dro ha komañset 'zo lod deuzouto da zeskiñ livoneg d'o bugale.
E Çatalhöyük, en Turki, 'zo bet kavet un dorzh-vara bet poazhet war-dro 6600 bloaz 'zo. Met n'eo ket ar c'hoshañ tamm bara bet kavet en-dro gant an arkeologourien. Bara a veze fardet a-raok ma oa ganet al labourerezh-douar. Da vare ar Paleolitik dija 'veze debret bara gant an dud zoken !
Gant ar Vikinged eo bet kolonizet er Feroe. Feroeg a vez savaret en inizi-se evit ar wech, ul langaj hag a zo heñvel a-walc'h deus an islañdeg pe an norvejianeg. Met memestra vez kavet anvioù-lec'h pe komzoù ha n'eus netra da welet gant ar yezhoù skañdinavek, met kentoc'h gant ar yezhoù keltiek !
E brezhoneg vez lâret an "Alamagn" deus ar vro zo un tamm pelloc'h evit Strasbourg du-hont hag "Alamañted" deus an dud zo 'chom en enni. Met e saozneg 'vez graet "Germany" deus ar vro-se hag en italianeg 'vez lâret ''Tedeschi" deus an dud ! An dra-se zo droll, n'eo ket ?
Pa oa komañset an dud da labourat an douar 'oant komañset d'en em bozañ ivez, da sevel tier ha kêrioù bihan. Ha pront goude-se 'oa bet dav dezho sevel mogerioù d'en em zifenn ivez ! 6000 bloaz 'zo dija oa mogeriet ar c'hêrioù kentañ er Mezopotami. Met kavet 'zo bet koshoc'h evit an dra-se c'hoazh e Amnya, er Siberi !
Ar re Shompen zo 'veviñ e koadeier Enez Nikobar Bras evit ar wech, met en deiz-hiziv ne chom ket kalz deuzouto ken. Met hebdale marteze a-walc'h ne chomo ket gour ebet ken : gouarnamant New-Delhi zo soñj sevel un "Honk-Kong" nevez war an enezenn. Evit an dra-se vo distrujet war 130 km² a goadeier eno, lec'h m'emañ ar re Shompen o chom.
War-dro 6600 bloaz 'zo vefe degouezhet an Amerindianed er Brazil, hervez o deus kalkulet an añtropologourien. Met pevar vloaz 'zo bremañ int komañset da fouilhañ e Sao Luis, e Stad ar Maranhão, ha traoù kosoc'h c'hoazh zo bet kavet !
Ar Bachkortostan, pe ar Bachkiri, zo ur republik vihan deus Federasion ar Rusi, etre ar menez Oural hag ar stêr Volga. Ar pep brasañ deus an dud zo bachkir eno, ur bobl turk ha muzulman. Met un tammig 'zo bremañ eo trenket ar soubenn etre an dud hag ar gouarnamant ha d'ar seitek a viz-Genver 2024 'oa bet ur bern tud o vanifestiñ da soutenn ur stourmer deus ar vro, Faïl Alsynov, kondaonet gant ar justis da vont d'ar prizon e-pad pevar bloavezh.
10% a vuzulmaned a zo er Bulgari. Ar pep brasañ deuzouto zo Turked ha pell 'zo emaint o chom er vro. Ar re-se zo bugale vihan an Turked oa deuet d'en em staliañ er Bulgari e komañsamant ar XVvet kantved a-benn 'oa bet konkedet ar vro gant an Otomaned. Met Bulgared muzulman a gaver ivez, pe "Pokamed" e-giz ma vênt leshanvet eno.
Dans les montagnes du Nord du Pakistan, on parle toujours une langue étrange, le bourouchaski. Les linguistes ont bien du mal à savoir d'où vient cette langue : elle n'appartient à aucune famille linguistique connue !
John Allen Chau oa ur misioner amerikan yaouank ha 'noa lakaet en e soñj da vont d'ar broioù pell da zigas ar C'heloù Mat d'ar re n'o doa ket klevet anezho c'hoazh. E 2018 oa aet da North Sentinel, un enezenn vihan hag a soñje dezhañ 'oa bro an Diaoul. Pezh eo, ar Sañtineled n'int ket bet troet morse da zegemer tud all war o enezenn ...
Div "familh" Yuzevien a gaver en Europ evit ar wech : ar Sefaraded hag an Ashkenazed. Met serten istorianed o deus kavet da lâret ne vefe ket an Ashkenazed Yuzevien evel ar re all : ar re-se vefe Kazharet bet troet d'ar yuzeverezh gwechall. Met piv oa ar Gazhared 'ta ?
Mervel a ra ar yezhoù evit ar wech tout. Kalz yezhoù zo dispariset dija. Kement-all evel ma zo deuzouto n'eo ket bet gouest ar yezhourien da renabliñ anezho tout, na da lâret pevare na penaos int bet laosket da gouezhañ. Ar sumerianeg lakaomp vez anveet gant ar yezhourien, met n'int ket evit lâret dre just pevare oa dihanet da gaozeal sumerianeg gant an dud. Met petra vefe ar c'hentañ yezh hag omp gouest da lâret deiz-ha-deiz pevare eo marv ? Ar respont gant ar gronikenn !
An Ojieked zo 'chom er C'henia. Er c'hoadeier emaint o veviñ evit ar wech tout, met diaesoc'h eo ar vuhez bremañ. Tamallet ez eus bet dezho chaseal al loened ha distrujañ an natur ha lod deuzouto zo taolet 'maez deus o douaroù. E 2022 'oa bet kondaonet ar vro gant ar CADHP (Cour Africaine des Droits de l'Homme et des Peuples) hag oblijet da zizomachiñ an Ojieked. Met an traoù n'int ket cheñchet kalz abaoe.
E Zambia 'zo bet kavet daou damm koad bras e-barzh al lagenn e-kichenn ur stêr. Evit an arkeologourien 'c'hallfe bezañ ul lodenn eus un diazez koad brasoc'h lec'h ma teue an dud gwechall d'azeañ pe da gousket. Met gant oad an tammoù koad-se eo bet souezhet an arkeologourien dreist-holl : ar re-mañ zo 476 000 bloaz !
Er broioù azian eo boaz an dud da zebriñ bezin abaoe pell zo, war-dro pemp mil bloaz 'zo Jezus da neubeutañ. Evel ur meuz eus ar re wellañ tout 'veze gwelet ar bezin e Bro-China memes. Met e Europa n'eo ket ar memestra hag an istorianed a soñje dezho n'eus ket bet debret bezin morse gant ar pobloù european. Met n'eus ket pell zo eo bet prouet ar c'hontrol gant arkeologourien eus skol-veur York ha skol-veur Glasgow : bezin a veze debret e Europa gwechall-gozh !
D'ar 14 a viz-Here 2023 'oa dalc'het ur refereñdom e Aostralia. Goullet oa bet gant an Aostralianed hag-eñ oant kontant d'ober muioc'h a blas d'an Aborijened e buhez politikel ar vro ha dreist-holl da cheñch ar C'hoñstitusion evit anveout anezho evel ar re gentañ bet o chom war an enezenn.
Kant vloaz 'zo e vez an arkeologourien o fouilhañ e Hattuša, kêr-gabital an impalaerded hitit, en Turki bremañ. Kavet 'zo bet eno war-dro 30 000 tabletenn savet e pri, gant sinadoù kuneiform skrivet war-c'horre. Met ar bloaz-mañ 'zo bet kavet un dabletenn all c'hoazh ha souezhet-mik eo an arkeologourien : n'eo ket hititeg an hini zo skrivet war-c'horre, met ur yezh all ha n'anveer ket c'hoazh !
Hungaria pe Hoñgri eo anv ar vro e brezhoneg, hag Hungared pe Hongred eo an dud a zo 'chom en enni. Met eno ne vez ket implijet an anvioù-mañ morse : Magyarország eo anv ar vro ha magyarok anv an dud. Met 'blam da betra ne vez ket implijet ar memes anv partout ? Ha deus pelec'h teu an anvioù-se ?
Etre 1970 ha 1977 oa bet lazhet daouzek den er Broioù-Izel gant tud tost eus an SMLF, ar Front de Libération des Moluques du Sud, en Eñdonezi. Met petra an diaoul oa deuet an dud-se d'ober er vro 'ta ?
D'an 28 a viz-Ebrel 1947, an añtropologour Thor Heyerdahl yae kuit deus ar Perou da vont d'ar Polinezi. Hennezh faote dezhañ prouiñ neuze 'oa bet poblet inizi ar Pasifik gant tud deuet deus an Amerik e-bourzh bagoù bihan evel an hini 'noa savet gant e gamaraded, ar c'hKon-Tiki. Deuet 'oa a-benn da dreuziñ ar Pasifik, met en em dromplet 'oa memestra ...
N'ouzer ket dre just pevare eo deuet ar c'hentañ den d'an Amerik. E-pad pell a soñje d'ar baleoñtologourien ne oa ket koshoc'h evit mein tailhet "kultur Klovis" e-tro 13 000 pe 15 000 bloaz 'zo, bet kavet e 1929. Met abaoe 'zo bet kavet ur bern traoù all !
Petra c'hoarvezo gant Bro-Rusia a-benn pemzek, ugent pe tregont vloaz ? Den ne oar dre just, met meur a senario zo bet kinniget gant an istorianed. Lod a soñj dezho 'c'hallfe serten pobloù kaout c'hoant d'en em zistagañ diouzh Moskou, pe serten republikoù kuitaad ar Federasion.
An Aleouted zo 'chom en inizi Aleout evit ar wech. Ar re-mañ zo kerañchoù tost d'an Inuited er C'hanada ha d'ar pobloù yupik en Alaska hag er Siberi. N'eus ket seizh mil deuzouto ken en deiz-hiziv hag o c'hultur zo aet d'an traoñ : e 2022 ne chome ken pevar-ugent Aleout gouest da safaret o yezh, an aleouteg.
Kroateg a vez kaozeet e Kroatia, bosnieg e Bosnia, serbeg e Serbia ha montenegreg e Montenegro. Met evit ar yezhourien n'eus ket deus ar yezhoù-se : serbo-kroateg an hini a kaozeet er peder bro-se. Ar c'hroateg, ar bosnieg, ar serbeg hag ar montenegreg n'int ket rannyezhoù eus ar serbo-kroateg memes. Kompliketoc'h eo evit an dra-se avat !
Kalz yezhoù a vez safaret e Bro-Italia, ur bern ! Al lod brasañ zo yezhoù latin pe "romanek" e-giz ma vez lâret. Met lod all n'int ket, evel ar c'hroateg, a zo ur yezh slav, pe c'hoazh an arberecheg, a zo karr d'an albaneg.
Ar c'hredoù-karbon (crédits-carbone) oa bet krouet gant protokol Kyoto e 1997 evit oblijañ ar broioù hag an embregerezhioù da broduiñ neubeutoc'h a garbon. Met gour deuzouto 'neus klasket gwellaat an traoù, kar kinniget 'zo bet dezho ivez prenañ ar c'hredoù-karbon-se peurvuiañ : lakaat moneiz war an daol evit arc'hantaouiñ raktresoù "propr" e lec'h all. Pezh eo, ne vez kontrollet, koulz lâret, netra. Netflix ha Meta o deus roet arc'hant evit ur raktres pakañ karbon er C'henia ha lakao ar pobloù Maasaï ha Borana en danjer.
N'ouzer ket dre just pevare eo komañset an Homo Sapiens da vezañ gouest da gaozeal na pevare eo deuet war-wel ar yezhoù kentañ. Ha ma vefe ket bet 'met ur yezh war an Douar da zigentañ tout ? Ar memes hini evit tout an dud ? An deorienn-mañ zo bet difennet gant meur a yezhour abaoe penn-kentañ ar c'hantved diwezhañ.
E-pad kant vloaz, pe ouzhpenn, er C'hanada 'veze dispartiet ar vugale amerindian deus o familh ha lakaet anezho e pañsion ken ac'hann 'oant deuet kozh a-walc'h evit mont da labourat. An Iliz Katolik 'ni rae war o zro peurvuiañ hag alies ne veze ket graet brav d'ar vugale-se. Kalz deuzouto zo bet graet droug dezho, lod zo bet forset ha war-dro pevar-mil deuzouto zo marv. Met dre voneur eo gwellaet an traoù bremañ : serret eo bet ar skolioù-lojañ ha gouarnamant Justin Trudeau 'neus prometet n'eus ket pell zo dizomachiñ an Amerindianed : 3 miliard dollar vo roet dezho ne vo ket a-bell.
Halmahera zo unan deus an inizi Molukez, en Indonezi. Nikel zo bet kavet eno n'eus ket pell zo, ur metal hag a vez implijet da sevel baterioù evit ar gweturioù elektrik bremañ. Ar gouarnamant indonezian en deus roet koñje d'an embregerezhioù da zont da Halmahera da zistrujañ koadeier an enezenn evit gallout tennañ nikel. Met pezh eo, tud ha zo 'veviñ er c'hoadeier-se, evel ar pobl Hongana Manyawa.
Cheñchet yezh ofisiel e Moldavia ha ramplaset ar moldaveg gant ar roumaneg e-barzh ar C'hoñstitusion ! Met petra zo c'hoarvezet ? Ha peseurt langaj a vez safaret er vro neuze ?
Er Perou eo aet skuizh ar pobloù amerindian gant ar betrolerien vras. Polluet eo ar stêrioù ha distrujet vez ar c'hoad da dennañ petrol pe gaz. Met an Amerindianed n'int ket sikouret kalz gant ar gouarnamant. Ar c'hontrol eo : ul lezenn nevez zo bet kinniger er Parlamant evit diskarañ o statud ispisial.
Gwechall-gozh, e Roma, ne veze ket klevet kaoz na deus an heteroseksualegezh na deus an homoseksualegezh. Homo pe hetero, pep hini rae ar pezh 'noa c'hoant. Met ne veze ket graet forzh petra memestra ! Plas an den er gevredigezh oa tout : ar renk oa kalz evit ar Romaned. Met n'eus ket pell zo 'zo bet kavet ur frazenn war-c'horre ur voger gozh e Pompei ha lod o deus kavet da lâret eo ur gunujenn homofob. Met n'eo ket ken simpl ha se !
Alies a-walc'h vez klevet lâret 'vefe an Normañted a-vremañ bugale vihan ar Vikinged. E 2016, ur skipailhad klaskerien oa bet e departamant ar Manche o studiañ ADN an dud ha klask goût hag-eñ zo chomet ur roud bennak deus ar Vikinged.
Ur bern tud zo daoulagad moan dezho, en Azia hag e-lec'h all ivez ! Met o daoulagad n'int na moanoc'h na bihanoc'h evit ar re all ! Un tamm kroc'henn muioc'h o deus a-us d'al lagad : an epikañtus. Hag un tammig 'zo emañ an añtropologourien o klask goût penaos eo deuet war-wel.
Ar prezidant Jair Bolsonaro ne rae ket forzh deus an Amerindianed er Brasil. Keit-ha oa bet e penn ar gouarnamant 'noa graet netra evit difenn anezho. Ar c'hontrol-bev eo : evitañ 'oa dav kemer douaroù an Amerindianed evit pilañ ar gwez, sevel saout hag ober soja. Met ar prezidant nevez, Lula, n'eo ket memes-mod.
Brud fall 'neus ar svastika abaoe ar bloavezhioù 1930, goude ma oa bet choazet gant an Nazied ha lakaet anezhi war-c'horre o bannieloù. Met kalz koshoc'h eo ar simbol-se avat ! Unan deus ar re goshañ zo memes !
War-dro 661 milion a baotred koshoc'h evit pemzek vloaz zo sirkoñziset hervez an OMS. Al lod brasañ zo muzulman ha yuzev, met bez 'zo ur bern broioù all c'hoazh lec'h 'vez trodroc'het ar baotred, evel en Inizi Filipin, e serten broioù afrikan hag er Stadoù-Unanet !
An Ashkalied vefe war-dro 30 000 er Balkanioù, met al lod brasañ deuzouto zo 'chom er C'hosovo. N'ouzer ket kalz a dra deuzouto, n'int ket bet studiet kalz hag n'eus ket ken pell-se c'hoazh veze sellet deuzouto evel Tziganed e-giz ar re all.
"Rouantelezh Koush" a vez graet deus ar sivilizasion oa gwechall-gozh er Soudañ. Ken pinvidik oa ar Gouchited o doa savet kêrioù bras, tamploù ha piramidennoù, un tammig evel re an Ejipsianed. Met e-pad pell n'eo bet gwall intereset an arkeologourien gant ar rouantelezh. Betek ar brezel diwezhañ memes, lod a soñje dezho ne oa netra da studiañ eno ... peogwir oa du ar Gouchited !
Pa oa komañset an Europeaned da zaremprediñ ar pobloù amerindian, evit ober koñverz lakaomp, ne oant ket evit kompren anezho da zigentañ. Anvioù pe leshañvioù o doa roet dezho neuze ha lod deuzouto zo bet dalc'het goude-se.
J.R.R. Tolkien oa sod gant ar yezhoù. Goût a ouie un ugent yezh bennak, un dosen all 'neus krouet e-unan evit e levrioù ha lod deuzouto a c'haller safaret memes !
Kant gwech muioc'h a dud a oa o veviñ e Madagaskar er bloaz 1700 evit er bloaz 1000. An dra-se 'neus bet un efed war loened gouez an enezenn. Met n'eo ket ar chaseourien o deus graet ar muiañ a zrouk d'an natur eno !
Er bloaz 1951 'oa bet an istorour-etnologour Jean Malaurie oc'h ober un droiad er Groenland, tu-norzh, gant ar soñj mont d'en em gavout gant ur bobl inuit, ar re Inughuit. Met n'eo ket Inuited 'noa kavet a-benn 'oa arruet eno ... Soudarded amerikan 'ni oa !
Pevarzek yezh zo bet anveet en ur mod ofisiel gant gouarnamant an Dagestañ. Met kalz muioc'h a yezhoù a c'haller klevet eno memestra : war-dro tregont langaj zo bet kontet ! E-touesk ar re-se 'vez kavet unan iskis a-walc'h : an artchi.